en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Al madina 'ba Brest: digor d'an holl eo ar voskeenn

Al madina 'ba Brest: digor d'an holl eo ar voskeenn

Digor d'an holl 'oa kreizenn sevenadurel ar vuzulmaned 'ba Brest disadorn paseet 'benn diskouezh petra eo an Islam kuit da veskañ ar vuzulmaned gant an djihadisted. Kalzig a vrestiz 'zo bet o tizoloiñ ar voskeenn 'zo anvet Al Madina. Hentet int bet gant Slimane Harrag 'bar savadur nevez lec'h m'emañ staliet ar greizenn abaoe miz Du diwezhañ 'ba karter Sant-Mark. Heuliet 'neus ar galv 'oa graet gant Kuzul gall ar vuzulmaned degemer an holl memes devezh 'ba Frañs a-bezh. 2500 moskeenn 'zo bet digoret. Un digarez da weladenniñ ar salioù lec'h ma 'vez pedet gant ar baotred hag ar merc'hed. Kalzig a vrestiz 'zo bet betek ar greizenn disadorn. En o zouez Fulup Abalan, muzulman anezhañ. Ur reportaj gant Erwan Blanchard.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio