Kraou bev e Santez Anna : leun ar sal bemdez !
Dec'h e Santez Anna Gwened e oa aozet abadenn ziwezhañ ar C'hraou Bev evit ar blez-mañ. A-c'houde 17 vlez zo bremañ e vez c'hoariet ganedigezh Jezus eno. Ur arvest a ra berzh bep blez. Tizhet eo bet ar blez-mañ an niver a 150 000 a dud degemeret. Bemdez e-pad 15 deiz e vez div pe teir abadenn. Daoust d'an istoer bout ar mem hani, anat deoc'h e plij an arvest-mañ d'ar re gozh kenkoulz evit ar re vihan. Jean-Paul en deus c'hoariet en arvest e-pad 13 vlez. Ur bochad tud eveltoñ, amatourien ha komedianed a youl-vat a zoug an arvest. Emañ douzh mikro Yaelle ar Mouel.