Peseurt paeroniañ un danvez dilennad 'vit dilennadegoù prezidant Frañs?
Betek ar 16 a viz Meurzh kentañ c'hall, ar re fell mont da brezidant Bro-C'hall, kas d'ar C'huzul Bonnreizh ar ///500 sinadur/// da baeroniañ 'nezho. 500 sinadur, dre ret, 'vit gellout kemer perzh 'bar c'hampagn. Neuze 'zo goulennet gant ar vaered, ar guzulierien veur pe rannvro pe c'hoazh an deputeed ha senatourien o sinadur. Dreistholl d'ar mare mañ. Met peseurt mod 'vez dibabet e "filhor" pe e "filhorez"? War ar seblant 'neus reolenn ebet. Maer Sant-Servez 'ba Bro-Leon 'neus divizet tennañ plouz. 'Pezh 'neus ket kredet ober ///Jean-Yves Bodennes/// 'zo maer 'ba ///Brignogan./// Ur pennad-kaoz gant ///Erwan Blanchard.///