Renabliñ an dañsoù hag an dilhad hengounel a Vreizh.
Setu danvez ar raktres "Heritaj" kaset da benn get ar c'hevredad Kendalc'h a dolpa kelc'hioù kelteg. 'benn miz Mezhewen ketañ e vo lakaet en linenn fichennoù a denn da bep dañs ha ba bep stumm dilhad dre ur lec'hienn internet. Ur benveg nevez evit ma vo aesoc'h d'an holl dud gouiet penn d'ar lodenn-mañ ag ar glad.
Gouiamp pelloc'h get Enora Udo é karg ag ar raktres douzh mikro Yaelle ar Mouel.