Ar greizenn-gaz e Landivizio. Kontant emaint an dilennidi
Landivizio zo bet dibabet evit degemer ar greizenn-dredan produet gant gaz. Un diviz kemeret gant Eric Besson, ministr an industriezh hag an energiezh hag embannet dec'h e Pariz. Prest 'vo ar greizenn, savet gant Direct Energie ha Siemens, e miz Here 2016.
Er vro, 'mañ laouen al lodenn vrasañ eus an dilennidi, kement eus tu ar PS eget eus an tu dezhoù. Kontant 'mañ da skouer Marie-Françoise Le Guen, kuzulierez-veur eus an tu dezhoù eus Landerne, e vje bet dibabet Landivizio.