Ai'ta e ti-gar Kemperle.
E ti-gar Kemperle oa bet un oberenn get ar strollad Ai'ta disadorn.
N'eo ket laouen stourmerion ar brezhoneg er vuhez foran get ar pannellerezh nevez staliet e tier-gar ar vro. Labourioù a zo en termen-mañ d'o adkempenn. En em gavet o deus un ugent bennak a dud, un tok lutun àr o fenn da zivontiñ lod pannelloù hag o lakaat en tren ter davet Roazhon. C'hoant o deus bet goulenn get ar guzulierion rannvro nevez dilennet ma vo dalc'het penn d'an SNCF da gavout ur gwir pannellerezh diwyezheg. Gouiamp pelloc'h get unan a izili Ai'ta.