en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Keleier 5:30 noz

Keleier 5:30 noz

@@@Saloñs al labour 'ba Pariz: a-bouezh 'vit ar vretoned?@@@ Aboae an dibenn-sizhun mañ eo dalc'het saloñs al labour-douar 'zo 'ba Pariz. Met daoust hag-eñ e chom ken a-bouez ar saloñs-mañ evit ar beizanted eus Breizh ? N'eo ket sur, a respont ///André Paul,/// eil-prezidant kambr al labour-douar e Penn ar Bed. Ur pennad-kaoz gant ///Anne Gouerou./// Selaouit,http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=1860 @@@Kavet pemp troad d'un ounnar@@@ Massen 'vo ret krouiñ ur rummad nevez 'ba koñkour jeneral saloñs al labour-douar 'vit loened n'int ket ordin. Deomp betek un ti-feurme 'zo 'ba Lesquern uhella 'ba Lanmeur. Disadorn paseet 'oa souezhet mat ar perc'henn gwel ul leue bihan 'noa ket pevar pav met pemp: selaouomp ///Monique Jourdren///, mamm Jean-Claude, ar perc'henn. Gant Erwan Blanchard. Selaouit @@@Un difazier e brezhoneg 'vit an urzhiataerioù@@@ Gant Ofis publik ar Brezhoneg, zo roet lañs d'un ///difazier yezhadur,/// evit an urzhiataerioù, evit ar wezh kentañ e brezhoneg. ///Fulup Jakez,/// rener Ofis publik ar brezhoneg, 'oa krog da labourat war se en diskar-amzer. Lâret 'ra deomp penaos 'oa bet stag gant an difazier. Deus mikro ///Tugdual Karluer.///

Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio