Ur magazin nevez : "Manerioù ha tiez kozh Kerne"
"Manerioù ha tiez kozh Kerne". Setu titl ar magazin nevez deuet er-maez, a-drugarez d'ur gevredigezh istorourien a-youl vat. An niverenn gentañ a lak war wel istor maner Moelien e Plonevez-Porze hag istor kastell a-grenamzer eus Kastellin da skouer. 70 pajenn pinvidik-kaer gant pennadoù, fotoioù ha tresadennoù maketennet brav. Raktresoù all e-leiz 'zo gant ar skipailh renet gant an istorour Jakez Cornou.
Gweltas ar Fur, eñ ivez a gemer perzh en avañtur-se. Respont a ra da goulennoù Anne Gouerou.