Rannvro 2015 : "Choaz Breizh" get ar Republikaned.
Deus tu ar strollad « ar republikaned », eo kaset al listennad « Choaz Breizh » gant Marc Ar Fur. E Penn al listennad en Aodoù An Arvor, eo Marc Ar Fur deus Kintin ha Depute pastell Loudieg-Lamballe. Harpet eo gant Gaelle Nicolas e Penn ar Bed, homañ maerez Kastellin, ha kuzulierez rannvro; Bernard Marboeuf en Il ha Gwilun, prezidant kumuniezh kumunioù Felger ha kuzulier rannvro; Sylvie Guignard en eil renk en Aodoù an Arvor, ha kuzulierez rannvro; ha David Robo, maer Gwened, e departamant ar Morbihan.
'Mañ Herve Guelou, kuzulier rannvro, er pempvet renk war al listennad en Aodoù An Arvor. Pelloc'h gantañ war ar poentoù difennet gant al listennad Choaz Breizh.