Gorsedd Breizh : enep astennidigezh ar stad a zifrae.
Goude gwall-daolioù Pariz en eus Drouiz Meur Breizh embannet ha skignet soñjoù ar C'hoursez. « Sevel a ra Goursez Breizh a enep sovajerezh ar re o deus kaset da benn an torfedoù euzhus-mañ » eme Morgan. Hogen ec'h embann ar C'hoursez emañ a-enep d'ar fed 'vefe staliet hag hiraet ar stad a zifrae e Frañs. Hiroc'h neuze gant Per-Vari Kerloc'h, Drouiz Meur Breizh. Respont a ra da c'houlennoù Katell Uguen.