en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Pleyber : 19 repuad degemeret.

Pleyber : 19 repuad degemeret.

Naontek repuad, a orin eus Soudan hag Afghanistan, 'zo erru 'ba Pleyber-Krist e kreiz ar sizhun, 'benn fin ar gont& Meur a wech 'oa bet daleet o erru 'bar gumunn e Bro-Leon. Paotred, hepken, 'zo en em gavet gant ur c'harr-boutin 'oa lorc'het eus Calais 'ba hanter noz Bro-C'hall lec'h 'ma 'oant staliet betegen. Bremañ eo gant ar stal Coalia, 'zo arbenniget war degemer repuidi, ha kevredigezhioù 'giz ar Groaz Ruz ha Sikour Pobl 'vo graet war o zro. Skoazellet e vo kêr Bleiber gant ar Stad ivez: betek 25 euro d'ar muiañ 'vit ur repuad. 'Pad pemp pe c'hwec'h miz, d'ar muiañ, e vo lojet ar repuidi 'ba kambreier ar greizenn stummañ c'hoarierezed basket 'oa 'ba Pleiber betegen. Peseurt degemer repuidi 'ba ur gumunn war ar maez. Selaouomp Job Montfort ha Lucien Rohou, bet gwelet gant Erwan Blanchard ar beure mañ 'ba Pleyber.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio