Landi : enep ar greizenn d'ober tredan get gaz.
Eno, 'oa rentet enor d'an dud lazhet ha gloazet da geñver ar gwalldaolioù 'ba Pariz gant ar 1100 manifester 'noant respontet d'ar galv 'oa lañset gant seitek stroll a stourm evit derc'hel propr an en-dro. Ur vanifestadeg 'vit kenderc'hel da embann un nebeut sizunvezhioù araok ar C'hop 21 'vo 'ba Pariz 'zo tud a-enep 'vije savet ar greizenn d'ober tredan gant gaz. Gant Direct Energie ha Siemens 'vo kaset al labourioù da sevel an uzin. An holl aotreoù 'zo roet 'vit krouiñ ar greizenn abaoe miz Mae tremenet. Met digwener 'oa digoret un enklask gant Kommission Europa da glask gouzout ma 'oa hervez al lezenn ar mod 'oa roet ar chanter d'o div stal& ha dreistholl ar sikourioù arc'hant 'nefont 'pad meur a vloaz gant Stad Bro-C'hall. Selaouomp Fulup Plouzane, ezel eus ar gevredigezh Gaspare. Gant Erwan Blanchard.