en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Gwalldaolioù e Pariz.

Gwalldaolioù e Pariz.

129 a dud lazhet, tost 352 gloazet setu, 'vit poent, disoc'h ar 7 tagadenn 'oa bet 'ba Pariz digwener noz. Gant 3 strollad savet gant 7 djihadist 'oa taget restaorantoù, tavarnioù hag ar sal koñsert "Le Bataclan". Daou djihadist 'zo en em distrujet dirak ar "Stade De France" lec'h ma 'oa dalc'het ar c'hrogad melldroad etre skipailh Frañs hag hini Bro-Alamagn. Buan 'oa divizet gant François Hollande, pdt Republic Bro-C'hall, lakaat ar c'hwec'hkorn dindan "stad a zifrae " (hervez ménard!!!), "stad a urjañs", an dra se 'pad daouzek devezh. Bremañ e fell dezhañ astenn ar prantad mañ betek tri miz. Peseurt mod eo bet bevet ar gwalldoalioù gant ar Vretoned. Selaouomp un nebeut testenioù dastumet gant Erwan Blanchard. Da gentañ hini Neven Dugast, ur c'hemperad, 'zo o chom 'ba Pariz. Bernard Jezekel ha Gael Roblin 'oa gwelet da geñver ar vanifestadeg a-enep ar greizenn d'ober tredan gant gaz 'ba Landi.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio