Emvod meur kevredad gouren breizh oa dec'h e Gwened.
An digarez oa d'ober bilañ ar blez ha da lakaat ar gaoz àr darvoudoù ar blez-mañ-za, èl kampionad europa gourenoù keltek ha back-hold hag a vo e Brest 'benn miz Ebrel ketañ. Dec'h e oa bet priziet ar c'hourenerion hag ar gourenerezed a zo bet trec'h ar sezon baset. Selaouamp doc'h Jean-François Hubert, prezidant kevredad Gouren Breizh hag Hoel Maleuvre gourener anezhoñ en deus bet an trofe Pierre Philippe er rummad ar re edan 74 kilo, hag e ziplom tredeog. Douzh mikro Yaelle ar Mouel.