70 vloaz eo kelc'h breizhek Naoned.
Evit lidiñ kement-mañ e oa savet ar festival "Les Transbordées" ar sihun dremenet. A-bep seurt abadennoù a zo bet tro dro Naoned : cine-sonadeg, c'hoariva, atalieroù, troioù-bale hag ur festnoz disadorn. Ouzhpenn daou gant a dud a zo ezel ar gevredigezh a glask lakaat sevenadur Breizh àr-wel e kornad Naoned. Yann-Lukaz, ezel ar c'helc'h a-c'houde 10 vlez 'zo deus kontet pelloc'h da Yaelle ar Mouel.