Gant e gador-ruih 'vo Jean-Lou Abiven etre Kastell-Pol ha Montroulez
'Benn disul 'vo 8500 a rederien war an hent etre Kastell-Pol ha Montroulez ha Taole ha Montroulez da geñver ar c'hoursoù 'zo anezho abaoe un tregont vloaz bennaket. Berzh spontus 'ra an hanter maratoñs hag an 10 km a gonto da geñver tro diwezhañ Challenge Breizh). Jean-Lou Abiven a gemero perzh 'ban hanter maratoñs 'ba rummad handi sport, n'eo ket ar c'hourser evit chom hep bout war an hentoù e-kerzh ar week-end sport mañ. Selaouomp anezhañ diouzhtu. Gant Erwan Blanchard.