en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Un arload nevez eo Stag.

Un arload nevez eo Stag.

Savet eo bet get tri mignon get ar pal liammiñ ar vretoned hag ar vrezhonegerion dre ar bed a-bezh. Ur rouedad sokial eo hag a lak àr-wel an dud enskrivet tro dro deoc'h. Moaien a zo bremañ pellgargiñ an appli àr ar pellgomzerioù ezoug, get ar system apple pe android. Lakaet eo bet en linenn gozik div sihuniad zo ha berzh a ra dija ker e vez implijet get ouzhpenn 1000 a dud. Selaouamp doc'h Romain Sponnagel, unan a grouerion Stag. ha lâramp en deus tapet Stag priz ar publik dec'h en Oriant en arbenn a Web In Lorient a dolpa tud a laboura ba bed an teknologiezhoù niverel er vro.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio