Un dro Vreizh get deputeed european ar peskerezh.
Diàr pedadenn Alain Cadec, depute european a Sant Brieg hag eil prezidant ar gomision peskerezh er parlamant european emañ daet kañseurted labour dezhoñ : Guido Milana, a vro Itali, ha Rares-Lucian Niculescu a Roumania. A-c'houde dimeurzh e reont tro ar vro evit displeg d'an dud a vecher petra reont evit diwhenn o sell a-zivout ar peskerezh en Europ ha pa vo adkempennet ar PCP, politikerezh kumun ar peskerezh hag ar mod d'e arc'hantiñ. Ar mitin-mañ e oant en Oriant. André Berr, prezidant komite peskerezh Breizh a oa gete. Hiroc'h e tispleg deomp doh mikro Yaëlle ar Mouel.