en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

keleier 5:30 noz

keleier 5:30 noz

@@@Arru eo penn ar c'hontradoù-bro etre rannvro Breizh hag ar broioù.@@@ Hiziv oa graet bilañs ar labour kaset da benn e bro an Oriant. Enni emañ bodet tolpad kêrioù an Oriant, Cap L'orient, an hani anvet Blavet Bellevue Océan a Gervigneg da Santez Elen, ha tolpad kêrioù Ploue. Da lâret eo tregont kumun en oll. Postet eo bet daou gant c'hwezek million ha tri-ugent get ar rannvro e bro an oriant e-korv an c'hwec'h vlez ma pade ar c'hontrad : etre 2006 ha 2012. Daniel Gilles a zo dilennet ba kuzul kêr an Oriant ha ba kuzul rannvro breizh. Gober a ra ar liamm etre an daou ensavadur. An atersenn get Yaëlle ar Mouel @@@Aet 'oa ar maout get bagad Plougastell disul paseet.@@@ 'Ba Gwened 'oa aozet devezh kentañ kampionad broadell ar bagadoù eil rummad. Ur gwir taol-kaer a-berzh ar Blougasteliz deus gouniet get 17,17 poent. Met ivez priziet o labour get ar varnerion 'vel ma 'neus lâret Gwenole Fauve, tabouliner 'bar bagad, da Erwan Blanchard

Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio