en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Deomp Dezhi!: 2000 a dud 'neunt kemeret perzh 'bar vanifestadeg...

Deomp Dezhi!: 2000 a dud 'neunt kemeret perzh 'bar vanifestadeg...

Disadorn 'oa aozet ar vanifestadeg « Deomp dezhi » e Karaez. Pelloc'h evit manifestiñ e Breizh eo e Frañs a-bezh 'oa savet tud evit difenn gwirioù ar yezhoù minorelaet. E Strasburg, Metz, Ajaccio, Montpellier ha Baiona 'oa dalc'het seurt manifestadegoù war un dro. Amañ e Breizh 'oa kenurzhiet an aozañ gant Kevre Breizh. Ouzhpenn goulenn muioc'h a zoujañs d'ar brezhoneg, 'oa bet tennet gonid deus an degouezh evit degas da soñj deus ar goulenn adstagañ departamant al Liger Atlantel da Vreizh velestradurel. Bihan an dud war ar straedoù e Karaez e gwirionez, un 2000 bennak. Politikourien war ar renk en dilennadegoù rannvro 'oa o kemer perzh en dibunadeg, a-bep tu politikel anezhe. Disoc'h 'oa ar vanifestadeg 'tal al leurenn Glenmor ma oa dalc'het saloñs al levrioù e Breizh, ha strewiet an dud buan-kaer. Tudual Karluer 'oa e Karaez disadorn, selaouomp gantañ soñj un toullad manifesterien.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio