Kroget mat eo sezon kreizenn Amzer Nevez e Plañwour.
Eno e vez degemeret ingal arzourion hag o deus ur liamm get hengoun ar vro, hag o doere-dezhe da gempenn ar sonerezh en ur mod a-vremañ. Ar sihun dremenet e oa ar c'haner Yann Raoul àr ar leurenn é kinnig e bladenn nevez-flamm anvet Sausalito. Taolamp ur sell àr an abadennoù a vo kenniget betag fin ar blez, ur roll savet get Daniel Guével, renour Amzer Nevez e Plañwour.