en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Keleier 17:30

Keleier 17:30

@@@Gouiet hiroc'h fed a tretiñ an dour lous get an ADDUC@@@ E kanton Kallag, en Aodoù An Arvor, zo bet savet ur gevredigezh e miz kalañ-gouiañv 2010, ADUCC he anv, evit klask mont e darempred get an dilennidi da lakaat ar gaoz àr pezh eo yac'haat an dour lous e ti an dud. Gete zo bet savet meur a emvod, ha pedet an dilennidi seul taol. Betag bremañ n'eus bet maer ebet evit dont da gaozeal get an holl. Edan kirriegezh ar maerioù emañ lakaat doujañ d'ar lezenn doh ma sell yac'haat an dour. Pezh zo eo bet fiziet ar c'hontrolioù er c'hanton en un embregerezh privez staliet e Sant Brieg. Ha kant pevar euro ha tregont e ta bep kontrol hep goûiet d'an dud da venn eh a an argant-se. Muioc'h a zisplegadennoù get Yves Lancien, teñzorer ar gevredigezh. Doh mikro Tugdual Karluer. ///Yves Lancien/// @@@Taolet eo bet termen d'an deiz bet lakaet evit degemer keunnigoù adkemer ar stal Girex-Mazal e Kemper.@@@ Sanset o doa an antreprizioù betag dilun evit reiñ o raktres. Evit rma hellay diw antrepriz peurachuin o raktres en deus devizet ar melestrour Franck Michel o reiñ muioc'h a amzer. 'benn an ugent a viz Imbril e vo ret gober ar c'heunnigoù. Hrevez Pierre Quéau, mouezh aotreet an implijidi « n'eo ket un dra fall ma servija an dra-se evit ma ne vo ket skarzhet a bostoù-labour ». 'benn ar pemp a viz mae e vo roet e jujemant get lez-varn Versailles. Teir antrepriz zo àr ar renk betag bremañ. @@@Ur miz hanter eo Eden bremañ.@@@ Eden, ur c'hañval bihan 'zo ganet 'ba ur park anvet "Ti-Feurm Eden" iwez. 'Ba parrez Sant-Nouga emañ, lec'h ma gaver un dra dreistordinal all : Kastell Keryann. Eno 'ba paradoez ar loened 'no tro Eden da vevañ get loened pevar-ugent spesad dishenvel. Ha dija 'ra berzh ar c'hañval bihan peogwir eo unan ag ar re gentañ 'zo ganet 'ba Breizh, moarvat, èl ma 'neus laret Jo Le Deunff, perc'henn ar park, da Erwan Blanchard. ///Jo Le Deunff/// Digor eo park al loened 'bep week-end hag e-korv an holl vakañsoù 'ma faot deoc'h mont da welet Eden. @@@Ur sekour kant tri mil euro ha tri-ugent evit degemer an dro Frans.@@@ Get ti-kêr Mur e vo goulennet ar sammad argant-mañ d'ar rannvro. Jedet eo bet ar budged hag sañset e vo roet ar argant get ar rannvro met deus ket bet embannet ar paperioù ofisiel c'hoarh. Engorto eo Georges Tilly, maer Mur a sevel un darvoud a-feson 'benn ar pemp a viz gourhelen. @@@Tradi deiz : un devezh gouestlet d'an dansoù a Vreizh e Gwened.@@@ Àrlané e oa bet roet lañs d'an devezh-se evit lidiñ tri-ugentvet blez ar c'hengevredad Kendalc'h. Berzh noa graet ha daet eo da dud Kendalc'h ar soñj sevel en-dro ar fest-mañ. 'benn disul e vo. Koñkourioù vo da vitin ha doh fin an enderv e vo ur valeadenn vras get dañsourion ar c'helc'hoù dre greizkêr Gwened. Youena Baron a gemera perzh evit sevel Tradi'Deiz, displeg a ra deomp hiroc'h. ///Youena Baron///

Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio