en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Sevel : pladenn gentañ Laurie Guillou

Sevel : pladenn gentañ Laurie Guillou

« Sevel », setu anv pladenn gentañ Laurie Guillou a vo embannet 'benn miz. Ne c'hortoze ket plach Konk-Kerne n efe an dastummadeg archant savet ganti dre ar rouedad degaset kement a wenneienn dindan ken nebeud a amzer. Ouzhpenn 170% deus ar sammad goulennet a zo bet rastellet dija, setu ma chello ar plach yaouank kas he huñvre da benn. Ur bladenn leun a santimantoù, awenet gant ar garantez hag ar vuhez o vont. « Sevel » a vo enni kanaouennoù e galleg, lod all e saozneg ha reoù all e brezhoneg. Laurie he deus skrivet lod pozioù, met barzhed brudet a gaver ivez, lod pozioù gant Youenn Gwernig pe Anjela Duval da skouer. Jean-Luc Roudaut hag e stal Brennig Productions a gas raktres ar bladenn da-benn. Deomp da chouzout hiroch diwar-benn « Sevel » gant Laurie Guillou. Emañ ouzh mikro Katell Uguen. Tu 'zo archantaouiñ « Sevel », pladenn gentañ Laurie Guillou, dre al lechienn Ulule.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio