Votadegoù oa get ar stroll Dibab dec'h.
Goulennet e oa bet o soñj get annezidi pemp kumun. Lokmelar, Ar Chapel-Karozh, Malestreg, Sant Rivoal hag e Sant Ervlan e liger Atlantel. Evit ar wezh ketañ e oa savet bar ur gêr ken braz, ouzhpenn 40 000 a dud enni. Dre vraz eo bet reskontet ya d'an adunanidigezh get dek ha pevar-ugent dre gant ag an dud o deus votet e peb a gumun. Jonathan Guillaume a zo bet perzh e aozadur ar votadegoù. Emañ doc'h mikro Yaelle ar Mouel.