Un hentad divyezheg a vo kinniget er Gemene.
Setu unan a obererezhoù a zo e karta « Ya d'ar brezhoneg » sinet e miz mezhewen paset get René Le Moullec, maer kêrbenn ar vro pourlet hag Ofis ar brezhoneg. Krogiñ a ra bremañ ar labour evit brudiñ ha displegiñ d'ar gerent peseurt talvoudegezh zo d'ar vugale da vout skoliataet e diw yezh ha penaos eh a un devezh skol en-dro. Benn diriaou e vo un emvod digor d'an holl da 6e30 er skol bublik Louis Hubert. Ronan Postic, kargad diorren e ofis publik ar brezhoneg a zipleg deomp pelloc'h.