en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

'Ba Sant-Brieg 'zo moiaen deskiñ brezhoneg gant Stumdi

'Ba Sant-Brieg 'zo moiaen deskiñ brezhoneg gant Stumdi

Dec'h 'oa lid igoriñ ur c'hwec'hvet lec'h kelenn gant ar greizenn stummañ Stumdi, e Sant Brieg. Stumdi eo ar stal gentañ o vezañ roet lañs d'ar stummadurioù war ar brezhoneg hed c'hwec'h mizvezh, heuliet buan-kaer gant meur a hini. E Sant Brieg eo deut d'en em staliañ, en ur genlabourat gant Telenn, kevredigezh hag a bled gant sevenadur Breizh e bro Sant Brieg. Ur paeron pe vaeronez 'vez bep bloaz da deskidi Stumdi, evit ar bloaz eo Riwanon Kervella 'ni zo bet lakaet da vaeronez, homañ renerez Skol Ober, skol vrezhoneg dre lizher; ha prezidantez Kuzul ar Brezhoneg. Selaouomp ane'i, 'raok reiñ ar gaoz da gClaudie Malnoe, renerez Stumdi ha Lena Louarn, bezprezidantez rannvro Breizh e karg deus ar brezhoneg. Gant Tudual Karluer.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio