Saloñs ar boued mat en Edern
Pevare saloñs ar vouedoniezh a oa aozet en Edern an dibenn-sizhun-mañ. Igoret oa bet disadorn war un ton bras ha farzus war un dro gant ar "c'h/Confrérie des maltes de Bretagne" 'neus roet medailhennoù da daou ezel nevez. Ur vreuriezh-se a vod ar re a blij dezhe ar bier hag ar wisky. Met ur bern stalioù all a kinnige produioù a bep seurt evel just : gwin eus meur a vro, boued mat eus Mervent Bro C'hall, hag all. Evit Hervé Page, prezidant komite ar festoù e Brieg, emañ ar saloñs-se unan hepken eus oberiantis ar c'homite.
Ur reportaj gant Anne Gouerou