Ur c'hollok war an takadoù mor gwarezet e Brest
An trede kollok war an takadoù mor gwarezet 'zo dalc'het 'ba Brest. Betek warc'hoazh 'zo 550 den a gemer perzh 'ban darvoud. 24 stalier 'zo kinniget 'vit klask goût peseurt mod ober 'vit gwareziñ gwelloc'h an arvor hag ar mor. Aozet eo ar c'hollok, betek warc'hoazh, gant Unanvezh Etrevroadell evit gwaerziñ an natur. Kinniget 'zo atalieroù evit sevel bilañs an oberennoù 'zo kaset da benn 'vit gwareziñ ar mor hag an arvor hag ivez evit en em soñjal war an oberennoù 'vo da gas 'benn ar pemp bloaz da zont. Nicolas Loncle 'zo karget a gefridi 'ba Gwiseni 'vit ober war dro Natura 2000, 'neus lakaet e anv 'ba un nebeut atalieroù. Emañ ouzh mikro Erwan Blanchard.