Aet an trec'h gant an dizalc'hourien "Junt Pel Si" e Katalunya
Gant an dizalc'hourien, bodet 'ba strollad "Junts Pel Si" eo aet ar maout, disul, da geñver an dilennadegoù evit anveout kannaded ar Generalitat (ar breujoù rannvro). Gant 47,4% eus ar mouezioù 'neunt gounezet an niver brasañ a blasoù: 72 , 135 sez 'zo 'bar parliamant, pell dirak strollad politikel Mariano Rajoy, ministr kentañ Bro-Spagn, 'neus bet 11 sez lec'h 19 betegen. 25 sez 'zo aet gant ar strollad Ciudadanos 'zo a-enep krenn 'vije dizalc'h Katalunya. Ar PS en em gav gant 16 sez ha gouylenn 'ra 'vije roet muioc'h a c'halloud d'ar Gatalaniz. Ar votadegoù mañ 'oant ket ur referendum met kinniget 'vel ma 'vije ur referendum& Selaouomp soñj Nuria Garcia, o chom 'ba Forest-Landerne, 'neus votet evit an dizalc'hourien.