en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Waet eo Herri ar Borgn d'ar bed arall.

Waet eo Herri ar Borgn d'ar bed arall.

Lidet en doa ar skrivangner e 78vet blez ar miz-mañ. Ganet e oa bet er vro pourlet ha tost doc'h ar wazh Skorv e o abet a-hed e vuhez. Roudoù ag ar vro en deus strewet e-barzh e romantoù pe barzhonegoù. E 2012 en doa embannet en e levr "Brezhoneg ar Skorv" skridoù yezhoniezh en doa dastumet get tud tro dro dezhoñ. Stourmer oa iwez er strollad UDB ha get ar falc'herion OGK. Lies e veze klevet àr RBG èl kronikour. Yannig an Doujet, perzh ba Kafe Bara Amonenn en deus eñ anavet mat. Ur pennad get Yaelle ar Mouel. Yannig an Doujet hag Herri ar Borgn, enrollet get Andrea ar Gal e miz C'hwevrer 2010 a-ziàr e levr "Son ar Sell".

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio