en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Le tout nouveau testamant

Le tout nouveau testamant

SIN-150918-LE TOUT NOUVEAU TESTAMENT.docx LE TOUT NOUVEAU TESTAMENT Ur film sevenet gant : Jaco van Dormael (2015). Gant : Benoît Poelvoorde, Yolande Moreau, Catherine Deneuve, François Damiens, (1e50). An heni kozh, an heni nevez a oa dija, ha setu an heni nevez-flamm. É komz ag an Testamantoù on, ha deuz ar film savet gant Jaco van Dormael. Krogiñ a ra fiskal a-walc'h an traoù, mar faota deoc'h : ema Doue un den abominabl é chom e Brusell, ataw a-dreñv e urzhiataer gant e c'hoari bourraplañ : lakaad ar vuhez da voud an diaesañ posubl evid an denion. Dimezet eo Doue gant ur vaouez kazi-mud, unan sujet d'he gwaz ha just mad d'ober war-dro an ti. Mez ouzhpenn e vab (Jezuz, soñj ' peus ?), eñv en doa bet ur verc'h ive, Ea. Siwazh evid Ea, n'hell ket he zad hec'h añdur, ha nen deus eviti nemed disprizañs. Pa ne ra ket e blac'hig e seizh bolontez e sko warni didruez, tre evel un den fall waet sod ha foll gant ar boeson. Setu aze penaoz e krog an istoer. Lod a welo blasfem e-barzh marse... Adal neuze e komprenomp ne vo ket merc'h Doue tomm-tomm evid diskoueziñ d'he Zad ur garantez tener braz. Ar c'hontrel-mik eo : c'hoant he deus d'en em veñjiñ, ha didruez kàer. Achap a ra ag ar "baradoez" (ur baradoez hag a zo kentoc'h un ifern evid Ea) ha diskenn a ra war an douar. E-raog diskenn he doa goulennet gant he breur penaoz ober "en diaz". He breur, e retred evel delwenn war bufed e vamm, a oui alïañ Ea. Honnañ, e-raog deval, a ya war urzhiataer Doue ha kas a ra d'an oll dud war an douar ur mesaj personel : deiz hag eur o marw ! Setu aze un ide ! Petra a zegouezhe en hon pennoù pa ouiehemp eur hon marw ? Ar re a gav dezhe emaint war an hent mad, emaint éc'h ober ar pezh o doa c'hoant d'ober, marse ne chañchint ket netra en o buhezioù. Mez ar re arall, ar re a ra micherioù didalvoud, a re a véw gant ur pried heuguz, ar re a chom da feneantiñ e-lec'h ober ar pezh o doa bet c'hoant d'ober, pa oant bihan ? Setu aze un aters pouezuz : petra a rahemp ag hon buhezioù pa ouiehemp e chom pemzeg deiz dimp da vevañ ? Sur eh eus tud, ur bern tud, hag o deus traoù da rebech da Zoue, pa ne gomprenont ket netra er vuhez-mañ, pa ne gavont war o hentoù nemed mizeroù, nemed fallentez, nemed drougoù ha kleñvedoù a beb sort. Mard eo gwir e oa bet ur baradoez war an douar, aez eo kompren ema tremenet an amzer-se, gwerso n'omp ket mui e-barzh. Evid ur bochad tud war an douar hiziw ema ar vuhez un tremen en ifern. Ha gant ar film e komprenomp perag : n'eus ket brasañ plijadur evid Doue an Tad nemed sevel lezennoù evid breinañ buhez an dud, gant traoù divalaw braz mez ive gant traoù munut ha kasauz ur spont : da skwer lakaad un tamm bara da gouezhel ataw war an tu gant ar c'honfitur ! Pe lakaad ur lostad tud er supermarc'had da voned fonnaploc'h ataw eged an heni lec'h mah oc'h-c'hwi ! Diskenn a ra Ea war an douar ha moned a ra da glask diskibion da sevel un Testamant Nevez, Nevez-Flamm. Ea n'eo ket evel Jezuz : n'eus ket netra da lâred, mez he breur en doa kenniget dezhi lakaad he diskibion da gomz, da lâred ar pezh a drubuilh pe a rejouis o c'halonoù. N'eus ket par da vBenoit Poelvoorde evid ober un Doue an Tad heuguz. E vaouez, Yolande Moreau zo parfed ive evel maouez sujet. Maleuruzamant eh omp pell ag hon kazeg a-fed Testamant Nevez-Flamm. Setu poent gwan ar film. Ha gwan-gwan ! Rag p'o doa kavet poblañsoù gwezharall ha pa gav hiziw c'hoazh milionoù a dud boued, ha boued maguz ha frouezhuz meur a wezh en daou Destamant arall, hag a-c'houde kantvedoù, ne welomp ket petra a c'hell boud talvouduz er pezh a zo bet renablet e heni Ea. Mantruz eo zokén. E-lec'h roiñ boued d'an dud, dezhe d'en em soñjal un tammig war hon lec'h er bed-mañ, ha war ar perag, e chom an diskibion evel paralizet pa vez kenniget dezhe lâred o soñjoù. Ne gavont netra uhel. Nemed traoù dister, traoù paour a-benn ar fin. Ha dam, ne welomp ket gwell, goude ar film, penaoz "sortiañ ag ar c'hamot" ! Nawazh ne vehe ket fall gweled spisoc'h an dazont... Jean-Claude Le Ruyet.20150918b.136D.
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio