en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Serret ar skolaj 'ba Kommanna?

Serret ar skolaj 'ba Kommanna?

Embannet eo nevez 'zo gant Kuzul departamant Pen-ar-Bed emañ en soñj serriñ daou skolaj 'benn fin ar bloavezh skol mañ: skolaj Kerichen 'ba Brest 'neus kollet 500 skolajiad dindan dek vloaz evit degemer 300 bugel an deiz a hudu; ha skolaj François Manac'h 'ba Kommanna 'zo en danjer bout serret: ur skolaj bihan war ar maez lec'h 'ma 'zo 65 skolajiad etre ar 6vet klas hag an trede klas. Selaouomp Fulup Plouzane, 'zo kelenner stag ouzh ar skolaj ha dilennet 'ba kêr Gommanna. Gant Erwan Blanchard. Ur sinadeg 'zo lañset war internet gant ar gelennerien a labour 'ba skolaj François Manac'h 'vit derc'hel o skol.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio