Digoret e oa dorioù an ti breserezh "La Bambelle".
Digoret e oa dorioù an ti breserezh "La Bambelle" disadorn.
E 2009 en deus Gwenole Ar Galloudeg krouet ha sttaliet e ambregerezh d'ober bier e Sant Gravez e reter ar Morbihan. Disadorn e oa un devezh fest en ti ha degemeret eo bet an dud da ziskwein dezhe penaos e vez alejet an evaj hag ar stummoù dishenval vez graet : melen, du, rous, gwen pe stout hag all. E-korv 6 vlez en deus brasaet an ti tamm ha tamm. tri den int bremañ é labourat ennoñ. Gouiamp pelloc'h get Yann-Vadez ar Galloudeg, tad Gwenole a sekoura ingal getoñ. Doc'h mikro Yaelle ar Mouel.