45 post skolaer distrujet er skolioù katolik e Penn ar Bed
Kendalc'h a ra ar Stad da lammañ kuit postoù kelennerien er skolioù kentañ derezh. En deskadurezh publik, met ivez en deskadurezh privez katolik. Aze 'vo kollet 47 e Breizh 4 departamant e miz Gwengolo a zeu. An darn vrasañ deus outo - 45 - 'vo kollet e Penn ar Bed. Ur c'holl bras evit an departamant a zo displeget evit ul lodenn hepken gant nerzh brasañ an demografiezh e Breizh-Uhel.
Mona Ropars, skolerez 'ba skol Sant Raphael-Sant Charlez 'ba Kemper, 'neus displeget da Anne Gouerou pegen dipitet e oa gant politikerezh an deskadurezh-stad.