Ur galv 'vit ma chomo Rannvro Breizh en tu kleiz
Dilennadegoù rannvro: Ur galv evit ma chomo Rannvro Breizh en tu kleiz gant Jean-Yves an Drian e penn. Setu pezh 'neunt dilennidi embannet 'ba Pondi disadorn tremenet. En o mesk e kaver Jean-Michel Le Boulanger pe Lena Louarn a oa bet dilennet war listennad Jean-Yves an Drian 5 bloaz 'zo. Bout 'zo ivez izili eus an UDB 'vel Mona Braz pe Herri Gourmelen hag zo aet enep an diviz 'oa o strollad da vonet get Kristian Troadeg war al listennad "Breizh evel just". Evite eo Jean-Yves an Drian an den barrekañ evit gounit an dilennadegoù 'benn miz kerzu. Selaouamp doc'h soñj ar c'hannad Paul Molac, perzh er galv. Doc'h mikro Yaelle ar Mouel.