Ne za ket ar werzherien butun gant al lezenn war ar yerc'hed
Dec'h o deus kalzig a werzherien butun m'anifestet e Bro-C'hall a-bezh hag e Penn-ar-Bed. E Pluguen 'oa bodet ar goñversanted ne fell ket dezho 'vije lakaet e pleustr ar raktres kaset gant Marisol Touraine. Gant al lezenn war ar yec'hed 'vije lakaet poltridi gant tud klañv 'blam d'ar butun war ar pakadoù ha kresket priz ar butun. Selaouomp soñj Andre Ledan, perc'henn war un davarn e Kommanna lec'h ma vez gwerzhet butun. Ur pennad gant Erwan Blanchard.