'Ba Breizh 'vez degemeret repuidi!
Muioc'h-mui a dud 'vez o klask repu en Europa, o tont deus broioù ar Reter kreiz. Dec'h eo 20 000 repuad 'oa en em gavet war enez Lesbos maez da dTurkia, da skouer, o klask mont war dachenn Unanviezh Europa. Neo ket e Frañs 'vez ar muiañ dre ma chom serr 'walch dorejoù bro gwirioù mab-den, met e bro-Alamagn. Ha sur zo labour o klask degemer anezhe war hir dermen. Gant ar Pab Fañch eo galvet ar parrouzioù da aozañ an degemer repuidi, en ur embann e chell pep parrouz ober war-dro dur familh. Pezh zo klasket ober dre amañ. Pierre Breton eo person-dean Karaez, ar Chas Ne, hag An Uhelgoad, hag e karg 'mañ deus ar chenskoazell en eskopti Kemper. Displegadennoù gantañ, gant Tudual Karluer.