Gouel an dour gant ar C'harepa a-benn disul e Kemper
Ar C'HAREPA, keodedadelezh oberiant evit distro an dour glan hag evit yac'husaat ar C'henkiz, a aoz, ar bloaz-mañ en-dro Gouel an Dour.
Pal ar gevredigezh-mañ eo dispartiañ red an dourioù-louz diwar gwazh-dour ar c'henkiz e Kemper. Hiziv an deiz e tegemer ar c'henkiz an holl zourioù a zo, pe vefe ar glav, an dour louz, lastez an embregerezhioù tro-war-dro ha reoù an tiez. Fellet a ra d'an ilizi dec'hel glan ar c'henkiz 'vel ma oa gwec'hall, ha dre-se mirout un en-dro disaotret.
Deomp da c'houzout hiroc'h gant Youenn ha Roger deus ar C'harepa diwar-benn gouel an dour.