en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

penaos derc'hel ar skolioù àr ar maezoù?

penaos derc'hel ar skolioù àr ar maezoù?

hiziv e vo an distro-skol evit un tammig muioc'h evit 614 000 a vugale e akademiezh Roazhon. E meur a skol àr ar maezoù n'eo ket gwall asur an traoù da grogiñ get ar blead-skol nevez-mañ. E Neulieg, an Ignel hag e Silieg zo kaoz da serriñ postoù. Get an ensellerezh akademiezh e vez jedet an niver a bostoù do afer ar skolioù diàr sifroù embannet e miz kalan-gouian get ar skolioù. D'an amzer-se ne oa ket bugale a-walc'h e Silieg evit gellout derc'hel get an tri fost ha devizet oa bet lemel un hanter-bost. Mes daet 'zo tud nevez er barrez ha bugale gete, pezh deus lakaet niver a vugale da greskin. 58 krouedur vo en oll. Mes n'eo ket bet dalc'het kont ag an doere-mañ get an akademiezh. Ankiniet eo an dud er gumun ha pa weleont penaos e vez graet àr-dro ar skolioù àr ar maezoù. Selaouamp doc'h Serj Moelo, maer Silieg.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio