Danserion Kevrenn Alré : Kampioned Breizh !
Achu 'oa ar Sant-Loup dec'h da noz gant ur fest-noz bras& Eizhtez a c'houel 'ba kreiz kêr Gwengamp a laka sevenadur ar vro war wel. Ha da gentañ an dañsoù hengounel. Dec'h 'oa dalc'het gourfenn kampionad broadell Breizh an dañsoù get kevredad Kendalc'h. Seizh kelc'h keltiek 'oa war ar renk. Hini Speied 'oa penn kentañ ar c'hlasamant araok ar Sant-Loup. Met ur gourfenn all 'oa war un dro eo kani an trofe Pierre Philippe hag a gloza ar blead gouren. Selaouomp, da gentañ, Yann-Fañch Millet eus skol gouren Pempoull. Gant Erwan Blanchard.
Kelc'h Brug ar Menez a Speied deus achuet en eilvet lec'h tost-tre goude Kevrenn Alré hag a zo kampion Breizh. En trivet lec'h emañ kelc'h Kroaz hent Gwengamp.