en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

E-kerzh an hañv eo aloubet ar chapelioù e Bro-Leon gant an arz!

E-kerzh an hañv eo aloubet ar chapelioù e Bro-Leon gant an arz!

Betek kreiz miz Eost 'zo digoret chapelioù d'an dud ha d'an arz. Roet 'oa lañs da Arz e chapelioù e Bro Leon dek vloaz 'ba meur a lec'h. Bremañ 'zo c'hwezek chapel 'bar jeu 'ba pempzek parrez 'zo treuzfeurmet e sal da diskouezh oberennoù arzel. 'Barzh ar rouedad chapelioù emañ hini 'zo 'ba karter Sant-Urfold 'bar Vourc'h-Wenn. Jean Boucher, ezel eus ar gevredigezh Arz e chapelioù ha Mignoned Sant-Urfold a displeg deomp spered Arz e chapelioù! Gant Erwan Blanchard. 'Ba Sant-Urfold er Vourc'h-Wenn eo digor bemdez an diskouezhadeg goude merenn etre 2e1/2 ha 6e1/2 nemet da veurzh. Ouzhpenn oberennoù Veronique Porot 'vo hudu. Fenoz 'zo kinniget gant "Mignoned Sant-Urfold" ur sonadeg gant ter flac'h: Gwenn, Anna ha Perynn (é& c pa drol). Da 7e noz 'vo kanet ganto sonerezh klasel ha tonioù savet gant Mendehlson, da skouer .

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio