en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Ehan ebet evit difennerien ospital Douarnenez

Ehan ebet evit difennerien ospital Douarnenez

Dibaoe meur a viz e stourm un toullad tud e Douarnenez a-benn saveteiñ servijoù an ospital bublik. Goude ma vefe bet paouezet gant ar ganedigezhioù e kêr ar pennoù sardin ouzhpenn 10 vloaz 'zo eo ar surjianerezh 'ni 'zo bet lakaet en arvar er mizioù tremenet. Kement-mañ 'blam ma n'eus mui anestezist ebet e ospital Michel Mazeas pa fell da vinistrez ar yerc'hed espern 3 miliard a euroioù en ospitalioù dre Frañs a-bezh. Aon o deus neuze annezidi Douarnenez, ar C'hab ha tro-war-dro ma ne vefe ket mui deus un ospital er bloavezhioù da zont hag e ranko an holl mont da Gemper. Ar pezh eo, e Kemper e krog an ospital da vezañ leun-chouk. Dec'h da noz eo bet izili kuzul souten ospital Douarnenez da vanifestiñ war ur c'hroazh hent tro e Treboul 'benn kizidikaat an dud. Pelloc'h gant Yves Jardin war stad an traoù.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio