ur sihuniad e brezhoneg.
ar sihun dremenet e oa savet ur staj get Skol an Emsav e Karnassen. 13 a dud deus kemeret perzh da veviñ ur sihuniad e brezhoneg penn dre benn. an digarez da zeskiñ hiroc'h a-zivout ar yezh ha da anavout ar c'hornad. Selaouamp doc'h Anne Broussot, stumerez e Skol an Emsav, ha doc'h Chantal, unan ag ar stajidi. emaint doc'h mikro Yaelle ar Mouel.