Ur wazh e-lec'h lenn Pont Kelleg e Berne.
Get ar seurezed dominikan ar Spered Santél, perc'henn ar lenn oa bet kemeret an deviz. A-c'houde miz Gourhelen paset oa lakaet ar gaoz àr dazont lenn pont Kalleg get an dilennidi ha tud ar sindikad a ra àr-dro dour ar Skorv. Ur gwal daol oa bet e miz Gwenoloñ hag achapet an dour. Leusket oa bet ar lenn sec'h a-c'houde neuze. Lehid pistrius, pesked bourdet, re a riskloù vehe bet ma vehe lakaet dour a-barzh en-dro. Ha kêr ruz oa netaat ar lenn. Neuze vo graet labourioù ur sort hag e vo distro an natur eno. Un darvoud a-bouez ha dibar evit an dud ag ar vro vez tost o c'halon doh ar lenn-mañ. Monique ar Boulc'h a anava mad ar c'hornad, a lâr hiroc'h deomp.