Ar badeziant republikan da sekour get ar repuidi.
E Kemperle ez eus deus ur greizenn a sikour an dud a vez o c'houlenn bod e Frañs. Eno vez degemeret meur a familh bep bloaz o tont deus a bep korn ar bed.
Ur familh deus bro Armenia hag a zo e Kemperle dibaoe daou vloaz a zo war-nes bezañ kaset d'e vro en-dro hag en em gavet int di-lojeiz gant 3 bugel. Daoust da gevredigezhioù 'vel Emmaus bezañ kavet lojeiz dezho 'vit ur pennadig e oa dav kavout un doare padusoc'h da sikour anezho. Graet eo bet neuze dimerc'her tremenet. Deomp da c'houzout penaos gant Fanny Chauffin. Aterset eo bet gant Katell Uguen.