en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Keleier 5eur30

Keleier 5eur30

@@@Stourm tro dro douaroù-labour@@@ E Gras, 'kichen Gwengamp, 'oa savet reuz bloaz zo war-dro da douaroù e ti laosket. Fellout 'rae da div blac'h yaouank, Gael Lejeune ha Colline Sorel, en em staliañ gant dañvadezed d'ober fourmaj e bio. Kaset ar goulenn gante d'ar SAFER, e karg deus an dasparzh douaroù-labour, met n'o devoa bet respont ebet. 'Benn fin, hep na vije bet lâret dê, 'oa bet laosket an douaroù gant unan all, d'ober saout-laezh en ur mod hengounel. Direizh-kaer eo seblantet d'ur bern tud seurt doareoù ober. Diwar se zo savet ur pezh stourm da sikour an div blac'h, gant confederation paysanne, gant ar GAB (stroll al labour-douar biologel) hag un dek kevredigezh bennaket o harpañ. Muioc'h a zisplegadennoù gant Gael Lejeune. Deus mikro Tudual Karluer. @@@Ur prezidant nevez e penn ar Sivalodet e Bro Kemper@@@ Kemper 'zo ur gêr a vez beuzet re alies gant an dour. Hag a-wechoù eo grevus an distrujoù degaset gant live uhel ar ster Oded. Setu perak 'noa divizet ar sindikad etrekumunioù tro-dro an Oded, anvet SIVALODET, sevel peder stañkell pe kentoc'h savadurioù evit dilañsaat tizh an dour. Dec'h da noz oa dilennet 'ta ur prezidant nevez e penn ar Sivalodet. Georges Cadiou eo, kuzulier-kêr UDB 'ba Kemper. Met ne oa ket anat an disoc'h 'neus displeget deomp. Georges Cadiou, deus mikro Anne Gouerou @@@Tud kozh ha tud yaouank o vevañ asambles@@@ Tud kozh ha tud yaouank o vevañ wàr un dro e Silieg er Morbihan. E kreiz ar vourc'h e vo savet un ti nevez : ur savadur anvet P.A.P.I., da laret eo ul lec'h degemer etre-rummadoù. Serj Moelo, maer Silieg neus displeget hiroc'h da Yaëlle ar Mouel

Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio