'benn 2017 e tay ar raktres Breizh Tizh Braz da vout gwir.
Labouret eo bet e-pad hir amzer get servijoù an transportoù er rannvro hag reoù an sncf evit reskont da ezhommoù an dud a ra get an tren er vro, TGV pe TER. Muioc'h a drenioù a vo lakaet àr an hentoù-houarn hag e vo tost hanterkant minutenn nebeutoc'h da vonet a Vrest pe Kemper da Bariz. Tro Breizh a ra skipailhadoù ar rannvro hag an SNCF da ginnig ar chanjamantoù a vo 'benn daou vlez avamañ. Dec'h da noz e oa un emvod foran en Oriant. Selaouamp doc'h Gerard Lahellec, eil-prezidant rannvro Breizh é karg ag an transportoù, é laret deomp pelloc'h.