Gouzout pelloc'h diwar-benn kêr Vorgium.
Vorgium, pelec'h 'mañ ar barrouz-mañ, emezit-hu? Anv Karaez 'ni eo, da vare ar romaned. Hag ur bern dismantroù deus ar mare-se a vez gwelet c'hoazh hirie an deiz, evel un dourbont. E Karaez 'ta zo bet sinet un emglev etre kumuniezh kumunioù ar Poc'hêr ha mirdi Ercolano en Italia, 'benn sevel ur mirdi niverel. Ercolano zo anezhi ur gêr bet Herculanum, distrujet gant ar Vezuv, war-un-dro gant Pompei. Bet eo rener mirdi arkeologel Ercolano er Poc'hêr, 'raok sinañ un emglev da harpañ sevel ur mirdi oc'h ober gant tenikoù niverel nevez, e Karaez. Pelloc'h gant Serge Couteller, dilennet e Karaez. Gant Tugdual Karluer.