Kentañ emgavioù "Embregerezhioù & sevenadur" oazet gant ar CCI Kemper-Kerne
Lakaat war wel al liammoù kreñv 'zo etre an diorren ekonomikel hag ar nerzh sevenadurel, setu unan eus ar palioù a oa gant ar c'hentañ emgavioù "Embregerezhioù ha sevenadur" aozet gant ar "CCI Kemper-Kerne" digwener noz. Ar gambr kenwerzh ha greanterezh a fell dezhi ivez kreñvaat al liammoù etre ar batroned hag an dud 'zo e penn raktresoù er bed sevenadurel. Evit diorenn tamm a tamm ar sponsoring hag ar mesenerezh (mécénat).
Gwenaël Rogel ha Guillaume Lom Puech, a zo e-penn un embregerezh nevez anvet "A-galon", a oa war al lec'h digwener. A-bouez 'vo evito kemer perzh er bodad labour 'vo krouet gant ar CCI, zoken ma n'o deus ket desket traoù nevez o kemer pezh en nozvezh-se.