Yen ki an amzer: ar Groaz Ruz sikour an dud didoenn
D'ar mare mañ 'zo tud hag 'neunt mizer gant ar yenienn: an dud didoenn, an dud a vev 'ba porzh. Amañ, 'ba Penn-ar-bed, 'zo divizet gant ar prefed lakaat ///"ar plan grand froid"/// en pleustr: ur plan da vont da sikour an dud didoenn. Kevredigezhioù a gemer perzh 'bar plan 'mañ: ///ar Groaz Ruz/// da skouer 'ya da welout an dud dilojeiz. ///Edern Perennou///, 'zo ezel eus ar Groaz Ruz 'ba Landerne, a displeg deomp petra eo ar plan mañ. Gant ///Erwan Blanchard.///